Ganet e oa KEFFIOU e-kreizig kelc'h keltieg Eskell an Elorn, deus Landerne, e mil nav c'hant triwec'h ha pevar ugent, e- lec'h Maurice MINGAM ha Daniel KEROUANTON a oa danserien.
E mare-se, a strollad MENTREL a sone evid ar c'helc'h, ha gant sonj Patrice CAOUISSIN a zo bet krouet un emgav kan ha diskan evit tout an dud o doa c'hoant da ganañ er gevredigezh, evid ambroug ar c'helc'h e-pad ar festou pe ar kenstrivadegou.
Ar vec'h kenta n'oa kanet en ur fest deiz oa e Kolloreg, hag war ar skritell: "Eskell hag An Elorn" E mil nav c'hant naonteg ha pevar ugent, Maurice ha Daniel o deus dibabet anv KEFFIOU evit mont war al leurenn. KEFFIOU a zo ur serr-lagad evit an dans keff, a zo bet dastumet e-kichen Landerne.
Maurice a zo eus Gwiklan (e bro chelgen), met a chom e Plouedern, ha Daniel a zo eus Landerne.
E daou vil unan, André GESTIN (ganet e Landelo) en deus kejet ar strollad.
Abaoe ar mare-se, hon strollad a gas en dro festou-noz ha festou-deiz dre ar vro.
An hini pouezhusañ eo evidomp kaout plijadur war al leurenn, ha rein plijadur d'an danserien, ar pal n'eo ket ar gopre.
E-pad an hañv, KEFFIOU a gan evit ar c'helc'h; graet hon eus kalz a veajou gant ar c'helc'h (e bro gembre, romania , Stadou unannet...), rak Maurice ha Daniel o n'eus danset gant Eskell an Elorn, hag André a zougen ar banniel e-pad an dibunadegou.
E mod- all, er gevredigezh, Maurice a ra war-dro kenteliou kanaouennou.
Abaoe 2021 e kan ivez gand PAOTRED PAGAN (war dro 20 brezhoneger) hag e laz-kanañ Plouedern, Sevenadur d'An Oll ,(goude 12 bloaz e laz-kanañ ar Menhir eus Plabenneg).
Pouezhus eo ar yezh evidomp gant ar "pouez mouezh". Rak n'eo ket posubl dispartiañ ar yezh, deus an dans pe deus ar c'han.
Kan ha diskan a reomp hep sonerezh, en ur mod hengounel, gant ur yezh aes da gompren hag aes da zansal, en hon giz-mouezh, hep fellout da vezañ heñvel ar re all.
N'hon eus ket desket gant ur mestr, met gant tout an traou a zo en hon divskouarn abaoe pell. "Gant KEFFIOU, plijus eo an dansou".
Ar roll-skridou a zo graet e pevar-ugent dre gant e brezhoneg, ha posubl eo deomp kanañ tro-dro daou-ugent dans hag heuliad disheñvel.
Hon enrolladur kentañ, anvet eo "Sachomp warni"; C'hwezeg dans a zo war ar bladenn. Pennadou da selaou vez kavet war TAMM KREIZ.
Le groupe est né au sein du Cercle Celtique Eskell an Elorn (E.E.) de Landerneau en 1998, où Daniel KEROUANTON et Maurice MINGAM étaient déjà danseurs.
La formation musicale qui accompagnait le Cercle était MENTREL, dirigé par Patrice CAOUISSIN.
Sous l'impulsion de celui-ci, une section de chant à danser fut créée. Notre première prestation en public eut lieu au fest deiz de Collorec, avec sur l'affiche : "les chanteurs Eskell et An Elorn".En 1999, le duo choisit son nom de scène "KEFFIOU" (qui n'est pas le pluriel de kef, mais un simple clin d'œil à la danse collectée près de Landerneau). Daniel est landernéen, Maurice, originaire de Guiclan (en pays Chelgen), habite Plouédern. En 2001, un troisième compère, originaire de Landeleau, André GESTIN, rejoint le groupe.
Depuis, notre trio de kan ha diskan, anime régulièrement les festou deiz et festou noz de la région.
L'essentiel pour nous est de prendre plaisir à chanter et que les danseurs se sentent à l'aise.Nous accompagnons le Cercle lors de ses déplacements (festivals, new-york, Pays de Galles, Allemagne...).
En effet, Daniel et Maurice ont été danseurs dans le groupe scénique, André est porte-drapeau.Maurice anime l'atelier d'initiation au chant à danser au sein de l'Association.
Depuis 2021, il chante également avec PAOTRED PAGAN (groupe vocal d'hommes chantant en breton) et dans la chorale mixte de Plouédern, Sevenadur d'an Oll (après 12 ans à la chorale du Menhir de Plabennec).Pour nous, le breton, avec son "pouez mouezh" adapté, est indissociable des danses bretonnes.
Nous chantons sans accompagnement musical, dans nos propres tonalités, sans sophistication, avec un tempo bien marqué, dans une langue compréhensible.Nous n'avons pas eu un seul maître de chant, mais plutôt vingt ou trente, grâce aux possibilités offertes par lestechnologies d'enregistrement depuis quelques dizaines d'années et aux sonorités qui ont bercé notre enfance."Gant KEFFIOU, plijus eo an dansou" (avec keffiou, les danses sont plaisantes).Notre répertoire actuel est constitué à plus de 80% par des chants en breton. Il nous permet d'interpréter plus de quarante danses et suites différentes.Notre premier enregistrement, sorti en novembre 2014, s'intitule "SACHOMP WARNI" (tirons dessus=allons-y à fond), comporte 16 danses.
Des extraits sont disponibles sur TAMM KREIZ ou sur notre page NOUS ECOUTER.